Suleyman II
Neuz
Suleyman II, ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1642, a voe ugentvet sultan an impalaeriezh otoman.
Mab e oa da Ibrahim I ha da Saliha Dilashub, ha breur Mehmet IV.
Ren
Ren a reas eus 1687 betek 1691. Klañvidik e oa hag e tremenas daou vloavezh diwezhañ e ren war e wele.
Dindan e ren e voe kollet douaroù ha kêrioù en Europa gant an impalaeriezh.
Mervel a reas Suleyman II d'an 22 a viz Even 1691. E hanter-vreur Ahmet a bignas war an tron war e lerc'h.
En e raok: Mehmet IV |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1687 – 1691 |
War e lerc'h: Ahmet II |