Fyodor Dostoyevskiy
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh Rusia |
Lealded | Impalaeriezh Rusia |
Anv e yezh-vamm an den | Фёдор Михайлович Достоевский |
Anv-bihan | Фёдор |
Anv-familh | Dostoevskij |
Patronym or matronym | Mikhailovich |
Deiziad ganedigezh | 30 Her 1821 |
Lec'h ganedigezh | Moskov |
Deiziad ar marv | 28 Gen 1881 |
Lec'h ar marv | Sant-Petersbourg |
Abeg ar marv | drougsant, pulmonary emphysema |
Deiziad douarañ pe deviñ | 31 Gen 1881, 2 C'hwe 1881 |
Lec'h douaridigezh | Tikhvin Cemetery |
Tad | Mikhail Andreyevich Dostoevsky |
Mamm | Maria Fiodorovna Dostoïevskaïa |
Breur pe c'hoar | Mikhail Dostoyevsky, Andrey Dostoyevsky, Nikolaj Michajlovič Dostoevskij |
Pried | Anna Dostoyevskaya, Maria Dostoevskaya |
Bugel | Lyubov Dostoevskaya |
Yezh vamm | rusianeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | rusianeg |
Yezh implijet dre skrid | rusianeg |
Implijer | Saint Petersburg Academy of Sciences |
Bet war ar studi e | Military Engineering-Technical University, Nikolay engineering school |
Deroù ar prantad labour | 1844 |
Dibenn ar prantad labour | 1880 |
Relijion | Russian Orthodox Church |
Kleñved | drougsant |
List of works | Fyodor Dostoyevsky bibliography |
Luskad | literary realism |
Ezel eus | Saint Petersburg Academy of Sciences |
Lec'hienn ofisiel | https://fedordostoevsky.ru |
Deskrivet dre | Portrait of Fedor Dostoyevsky |
Oberennoù zo en dastumad | Stedelijk Museum |
Rummad tost | Category:Dostoevsky streets |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Fyodor Mic'haylovitch Dostoyevskiy (ruseg Фёдор Миха́йлович Достое́вский, treuzskrivet ivez Fedor Dostoievski) a oa ur skrivagner rusian bet ganet e Moskov d'an 30 a viz Here (hervez an deiziadur juluan/11 a viz Du) 1821 ha marvet e Sant-Petersbourg d'an 28 a viz Genver (pe 9 a viz C'hwevrer) 1881. Sellet e vez outañ evel unan eus ar romantourien veurañ eus e amzer. Levezonet en deus kalz skrivagnerien ha prederourien.
Mab ur surjian eus an arme e oa. Goude ur vugaleaj diaes ez eas war ar studi en Akademiezh ijinourezh milourel Sant-Petersbourg hag ec'h echuas isletanant.
Klañv e oa gant droug Sant-Yann abaoe e 26 vloaz. Adalek 1842 e labouras evit ministrerezh an Difenn evel tresour. E 1844 e roas e zilez da'n em ouestlañ d'e romant kentañ, An dud paour, hag ec'h embannas romant Balzac Eugénie Grandet.
E 1849 e voe harzet ha kondaonet d'ar marv abalamour ma oa ezel eus ur strollad frankizour - ar C'helc'h Petrachevsky. D'ar mare diwezhañ e voe digastizet gant an Tsar hag harluet da Omsk en ur prizon siberian, e-doug pevar bloavezh. Echuiñ a reas e gastiz e 1854, hag anvet da ofisour en ur rejimant eus Siberia.
E 1857 e timezas eno gant Maria Dmitrievna Isaieva. E 1859 hepken e voe adroet e ditloù noblañs dezhañ, hag aotreet e voe da embann. E 1860 e roas e zilez eus an arme hag e tistroas da Sant-Petersbourg.
E-pad meur a vloavezh e veajas dre Europa. En em ouestlañ a rae a-zevri da sevel levrioù. Klask a rae gounit arc'hant dre c'hoari met berniañ a reas dle war e chouk. Un temz-spered teñval ha beunek en doa.
E-pad e veajoù e teuas da vezañ ur frankizour entanet evit e vro ha dreist-holl ur brogarour. Dont a reas da vezañ brudet pa zistroas da Rusia e 1871 goude embannadur e oberenn Torfedoù ha kastizoù e 1866, ha hini An Diod e 1868 a zigoras e brantad meurded ma skrivas e oberennoù gwellañ : Ar pried peurbadus (1870), An drouksperedoù (1871) hag Ar vreudeur Karamazov (1880).
En dienez e varvas, met obidoù broadel a voe graet dezhañ.
E oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus bet embannet nemet ur gontadenn diwar bluenn Dostoyevskiy e brezhoneg : Сон смешного человека Son smeshnogo cheloveka "Hunvre un den lu"[1]
Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (1846) Bednye lyudi (Бедные люди) "Tud paour"
- (1846) Dvojnik (Двойник. Петербургская поэма) "An Doubl: Ur varzhoneg eus Petersbourg"
- (1849) Netochka Nezvanova (Неточка Незванова) "Netochka Nezvanova" (diechu)
- (1859) Dyadyushkin son (Дядюшкин сон) "Hunvre an eontr"
- (1859) Selo Stepanchikovo i ego obitateli (Село Степанчиково и его обитатели) "Kêriadenn Stepanchikovo"
- (1861) Unizhennye i oskorblennye (Униженные и оскорбленные) "Ar re izelaet ha kunujennet"
- (1862) Zapiski iz mertvogo doma (Записки из мертвого дома) "Ti ar re varv"
- (1864) Zapiski iz podpolya (Записки из подполья) "Notennoù eus danzouar"
- (1866) Prestuplenie i nakazanie (Преступление и наказание) "Torfed ha kastiz"
- (1867) Igrok (Игрок) "Ar C'hoarier"
- (1869) Idiot (Идиот) "An diod"
- (1870) Vechnyj muzh (Вечный муж) "Ar Gwaz peurbadel"
- (1872) Besy (Бесы) "Ar re zaonet"
- (1875) Podrostok (Подросток) "Ar c'hrennard"
- (1881) Brat'ya Karamazovy (Братья Карамазовы) "Ar vreudeur Karamazov"
Kontadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (1846) Gospodin Prokharchin (Господин Прохарчин) "An aotrou Prokharchin"
- (1847) Roman v devyati pis'mah (Роман в девяти письмах) "Romant e nav lizher"
- (1847) Hozyajka (Хозяйка) "Ar Berc'hennez"
- (1848) Polzunkov (Ползунков) "Polzunkov"
- (1848) Slaboe serdze (Слабое сердце) "Ur galon wan"
- (1848) Chestnyj vor (Честный вор) "Ul laer onest"
- (1848) Elka i svad'ba (Елка и свадьба) "Ur wezenn Nedeleg hag un eured"
- (1848) Chuzhaya zhena i muzh pod krovat'yu (Чужая җена и муҗ под кроватю) "Ar pried gwarizius"
- (1848) Belye nochi (Белые ночи) "Nozvezhioù gwenn"
- (1849) Malen'kij geroj (Маленький герой) "Un haroz bihan"
- (1862) Skvernyj anekdot (Скверный анекдот) "Un istor divalav"
- (1865) Krokodil (Крокодил) Ar c'hrokodil"
- (1873) Bobok (Бобок) "Bobok"
- (1876) Krotkaja (Кроткая) "Ur c'hrouadur jentil"
- (1876) Muzhik Marej (Мужик Марей) "Ar c'houer Marey"
- (1876) Mal'chik u Hrista na elke (Мальчик у Христа на елке) "Ar wezenn Nedeleg neñvel"
- (1877) Son smeshnogo cheloveka (Сон смешного человека); Hunvre un den lu
Ar pemp danevell diwezhañ (1873-1877) a zo lakaet el levr Дневник писателя "Deizlevr ur skrivagner" (1873–1881).
Skridoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "notennoù goañv war fromoù hañv" (1863)
- Lizheroù
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'hienn a-zivout Fedor Dostoïevski
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Troet diwar ar rusianeg gant André Markowicz ha Yann-Varc'h Thorel, An Treizher, 2006, ISBN 978-2-9137-1203-4.