Lennoù Meur Amerika
Neuz
(Adkaset eus Lennoù Meur Norzhamerika)
Lennoù Meur Amerika
Anv er yezh a orin | Great Lakes |
---|---|
Diskarg al lenn | Stêr Sant-Laorañs |
Diazad doureier | Great Lakes drainage basin |
Stad | Stadoù-Unanet |
Lec'hiadur | Norzhamerika |
Daveennoù douaroniel | 45°45′0″N 84°0′0″W |
Lennoù Meur Amerika, pe Lennoù Meur Norzhamerika pe al Lennoù Meur hepmuiken (Great Lakes e saozneg, Grands Lacs e galleg), zo un hollad lennoù en em astenn war an harzoù etre Kanada ha Stadoù Unanet Amerika. Mont a reont d'ober ar brasañ hollad ledennadoù dour dous zo er bed. En holl en em astennont war ur gorread a 243.459 km2, ha tremen 500 000 km2 eo gorread o diazad doureier. Emaint etre proviñsoù Ontario ha Kebek e Kanada, ha stadoù Illinois, Indiana, Michigan, Minnesota, New York, Ohio, Pennsylvania, ha Wisconsin, er Stadoù Unanet. Ouzhpenn 33 milion a dud zo o chom war o ribloù.
Lenn | gorread e km2 | uhelder a-us live ar mor |
---|---|---|
Lenn Ontario | 19.477 | 75 m |
Lenn Erie | 25.719 | 174 m |
Lenn Huron | 59.570 | 177 m |
Lenn Michigan | 58.016 | 177 m |
Lenn Superior | 82.362 | 183 m |