Parisii
Ar Parisii (pe Quarisii)[1] a oa ur bobl c’halian a oa o vevañ war ribloù ar stêr Saena e Galia, er c’horn-bro zo en-dro da Bariz hiziv, adalek kreiz an trede kantved kent JK.
En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Senones er c’hreisteiz, Carnutes er c’hornôg, pobloù Gallia Belgica, evel ar Suessiones en hanternoz.
Hervez Julius Caesar (-53) e oa Lutetia pe Lutetia Parisiorum o c’hêr bennañ. Dont a reas ar gêr-se da vezañ unan eus kêrioù bras proviñs Gallia Lugdunensis ha, diwezhatoc’h, Pariz. Dont a ra anv Pariz, hag ivez anvioù all evel Villeparisis, Cormeilles-en-Parisis pe Fontenay-en-Parisis, eus anv ar bobl.
E-pad aloubadeg Galia gant ar Romaned, e kemeras perzh ar Parisii, a-gevret gant ar Suessiones, en emsavadeg vras Verkingetorix a-enep Julius Caesar e -52[2] hag eizh mil brezelour eo a voe kaset ganto da Alesia.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ ’’ Les premiers habitants de l'Europe’’, Henry d’Arbois de Jubainville & Georges Dottin, 1889
- ↑ Julius Caesar, De bello gallico VI, 44