Mont d’an endalc’had

Aubrey Beardsley

Eus Wikipedia
Aubrey Beardsley
Aubrey Beardsley
Aubrey Beardsley e 1896
Anv ofisiel Aubrey Vincent Beardsley
Ganedigezh 21 a viz Eost 1872
e Brighton
Marv 16 a viz Meurzh 1898
e Menton
Yezh skrivañ saozneg

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Aubrey Vincent Beardsley (Brighton, 21 a viz Eost 1872 - Menton, 16 a viz Meurzh 1898) a oa ur skrivagner hag ur skeudennaouer breizhveuriat.

E Brighton e voe ganet e 1872, hag e 1883 en em stalias e familh en em stalias e Londrez. Er bloavezhioù da heul e voe diskouezet Beardsley asambles gant e c'hoar e-pad sonadegoù, rak barrek-tre e oa war ar seniñ.
E 1884 e voe kaset d'an Hove and Sussex Grammar School e Brighton, hag e 1888 e voe degemeret evel skoazeller gant ur savour. E 1891, diwar ali al livour gall Pierre Puvis de Chavannes (1824-1898) ha hini al livour breizhveuriat Edward Burne-Jones, e stagas gant an arzoù-kaer da vat.

E 1892 e heulias kentelioù er Westminster School of Art e Londrez. Brud a zeuas dezhañ a-drugarez d'an tresadennoù a reas evit ar gelaouenn The Yellow Book. Evit div gelaouenn all e labouras ivez : The Savoy ha The Studio. Skeudenniñ a reas testennoù liesseurt evel Le Morte d'Arthur Thomas Malory, istorioù Edgar Allan Poe, Lysistrata Aristofanes ha Salomé Oscar Wilde. Flemmskeudennoù a dresas ivez.
Skrivañ a reas ivez un un istor erotek chomet diechu diwar-benn mojenn Tannhäuser.

E miz Meurzh 1897 e kemmas e gredenn hag e troas da gatolik. Neuze e c'houlennas digant e embanner [[Leonard Smithers|| (1861-1907) distruj an holl dresadennoù en doa savet evit Lysistrata ; Smithers ne reas ket, er c'hontrol e kendalc'has da werzhañ tresadennoù Beardsley ha tresadennoù faos.

Nebeut a-raok e 26vet gouel-bloaz e varvas A. Beardsley e Menton abalamour d'an droug-skevent.