Mont d’an endalc’had

Ehud Olmert

Eus Wikipedia
Ehud Olmert
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIsrael Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denאהוד אולמרט Kemmañ
Anv-bihanEhud Kemmañ
Anv-familhOlmert Kemmañ
Deiziad ganedigezh30 Gwe 1945 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNahalat Jabotinsky Kemmañ
TadMordechai Olmert Kemmañ
Breur pe c'hoarIrmi Olmert, Josef Olmert Kemmañ
PriedAliza Olmert Kemmañ
BugelDana Olmert, Shaul Olmert Kemmañ
Yezh vammhebraeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg, hebraeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Kondaonet evitbribery Kemmañ
Micherpolitiker, alvokad, advocate Kemmañ
Bet war ar studi eHebrew University of Jerusalem Kemmañ
Lec'h labourJeruzalem Kemmañ
Strollad politikelKadima, Likoud Kemmañ
Relijionyuzevegezh Kemmañ
Perzhiad eWorld Economic Forum Annual Meeting 2004 Kemmañ
Ehud Olmert e São Paulo, d'an 10 a viz Meurzh 2005.

Ehud Olmert (hebraeg : אהוד אולמרט), ganet d'an 30 a viz Gwengolo 1945 e Binyamina e Kefridi Breizh-Veur Palestina, hiziv an deiz en Israel) a zo daouzekvet kentañ ministr Israel. Bet eo bet bezkentañ ministr ha ministr an arc'hant e gouarnamant Ariel Sharon azalek 2003. Dont a reas da vezañ ezel eus Kadima pa voe krouet ar strollad politikel-se. Evel m'eo raktreset e lezenn Israel e kemeras plas Ariel Sharon (kentañ ministr d'ar mare-se) azalek ar 4 a viz Genver 2006, e-keit ma oa Sharon en ospital. D'an 11 a viz Ebrel 2006 e voe embannet ne c'hallfe ket Sharon kenderc'hel gant e garg, Olmert a gemeras e blas da vat neuze. Touiñ le a reas d'ar 16 a viz Ebrel 2006, hag aozañ ur gouarnamant kenunvaniezh goude trec'h Kadima e dilennadegoù ar gannaded.

E-pad e servij-soudard e voe ofiser en un unvez troadegiezh tagañ, goude-se ec'h echuas evel kazetenner evit kelaouenn bemdeziek Tsahal. E skol-veur hebraek Jeruzalem eo bet skolveuriet war meur a zanvez : bredoniezh, prederouriezh hag ivez war ar gwir. A-raok stagañ gant ar politikerezh e labouras evel breutaer e-pad ur pennad.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ehud Olmert a voe dilennet er C'hnesset evit ar wech kentañ e 1973, pa oa 28 vloaz. Ar c'hannad yaouankañ e oa. Seizh gwech da heul e voe dilennet en-dro, ha meur a garg a zegemeras : e penn bodad an aferioù diavaez hag e penn hini an difenn eo bet. Etre 1981 ha 1988 e voe ezel eus ministrerezh an aferioù diavaez hag eus burev ar surentez. E 1988 e voe degemeret evel ministr (hep karg resis ebet) e-barzh gouarnamant Yitzhak Shamir. Lakaet e voe da vinistr ar yec'hed etre 1990 ha 1992.

Ehud Olmert ha George W. Bush, d'an 23 a viz Mae 2006 en Ti Gwenn.

Etre 1993 ha 2003 e voe dilennet Ehud Olmert maer Jeruzalem div wech. Degas a reas gwellaennoù a-fet deskadurezh hag a-fet danframmoù hentoù.

E 1999 e stourmas a-enep da Ariel Sharon a-benn bezañ e penn Likoud, met koll e voe. Goude-se e tostaas muioc'h-mui ouzh Sharon. Goude bezañ kaset kabal Likoud evit an dilennadegoù e voe dilennet en-dro er C'hnesset e miz Genver 2003. Er memes bloavezh e tilezas e garg e ti-kêr Jeruzalem hag ez eas e-barzh gouarnamant Ariel Sharon : e-giz bezkentañ ministr da gentañ, hag evel ministr ar c'henwerzh hag an industriezh goude-se. D'ar 7 a viz Eost 2005 e voe anvet da vinistr an arc'hant, goude dilez Benjamin Netanyahou, hag a glemme peogwir e oa bet lakaet e pleustr ar steuñv kuitaat an tiriadoù aloubet e bandenn Gaza. Ehud Olmert, hag a oa bet ae-enep kuitaat an tiriadoù bet gounezet e-pad brezel c'hwec'h devezh hag en doa votet ivez a-enep da emglevioù Camp David (1978), a gemmas ali hag e savas a-du gant ar steuñv-se : « A-enep da Menahem Begin em boa votet […] Lavaret em boa dezhañ e oa ur fazi istorel. […] Hiziv an dezi ez on trist ne vefe ket mui bev evit klevout ac'hanon oc'h embann splann e oa ar gwir gantañ hag e oan e gaou. Evurusamant omp aet kuit eus ar Sinai».

D'ar 4 a viz Genver 2006 e c'houzañvas Ariel Sharon ur barrad en e empenn, anvet e voe neuze Ehud Olmert da gentañ ministr da c'hortoz. D'ar 16 a viz Genver 2006 e voe lakaet da brezidant (da c'hortoz) Kadima, a-benn prientiñ dilennadegoù ar gannaded (28 a viz Meurzh 2006). Ehud Olmert n'en deus ket bet ur red micher a-bouez en arme, ar pezh a c'hallfe displegañ e emzalc'h e-pad ar brezel a voe etre Israel ha Liban e 2006. D'ar 24 a viz Genver 2006 e lavaras er gelaouenn Haaretz : « An dibab etre lakaat ar Yuzevien da vevañ war douar Israel a-bezh pe bevañ en ur stad enni ar brasañ niver yuzev, a redio ac'hanon da adreiñ tammoù eus douar Israel. »).

Gant dilennadegoù an 28 a viz Meurzh 2006, e tapas Kadima kaout 29 dileuriad (en holl ez eus 120 er C'hnesset). Dont a reas neuze da vezañ strollad politikel kentañ Israel a-fet niver a gannaded. Kadarnaet e voe Olmert evel kentañ ministr, hag ur gouarnamant a genunaniezh a aozas, gant strollad al labour (20 dileuriad), hini an dud war o leve (7 dileuriad) ha Shass. Ez-ofisiel e voe lakaet e voe da gentañ ministr d'ar 14 a viz Ebrel 2006, da lavaret eo 100 devezh goude ma vefe bet lakaet da gentañ ministr da c'hortoz. Olmert eo an den-stad kentañ eus Israel en deus anzavet e oa armoù nuklel gant ar stad-se. Kemend-se a c'hoarvez e-pad un atersadnen er skinwel alaman d'an 11 a viz Kerzu 2006[1]. D'an 30 a viz Gouere 2008 e voe meneget anv Olmert e aferioù breinadurezh, neuze ec'h embannas ne gemerfe ket perzh e dilennadegoù diabarzh e strollad politikel. D'an 18 a viz Gwengolo e voe erlec'hiet gant Tzipi Livni e penn Kadima. D'an 21 a viz Gwengolo 2008 ec'h embannas e zilez goude ma vefe bet dilennet Tzipi Livni e penn Kadima. Met dre ma n'eus gouarnamant nevez ebet e kendalc'h gant e garg betek dilennadegoù miz C'hwevrer 2009. D'ar 4 a viz Kerzu 2008 eo bet embannet gant justis Israel ne vefe ket tamallet Olmert en un istor trafikerezh levezon a denne da werzh lodennoù bank Leumi perc'hennet gant ar Stad d'un embregerezh arc'hanterezh, daoust ma oa ministr ar c'henwerzh hag an industriezh d'ar mare-se. Padal e c'hallfe bezañ tamallet en un afer all a denn da fakturennoù doubl a c'hoarvezas pa oa maer Jeruzalem ha ministr ar c'henwerzh hag an industriezh. En holl e kaver anv Olmert e c'hwec'h afer a denn d'ar breinadur pe d'ar flod.

  1. https://web.archive.org/web/20080522192444/http://www.rfi.fr/actufr/articles/084/article_48146.asp Ehoud Olmert hag an armoù nukleel

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.