Mont d’an endalc’had

Ippolito de' Medici

Eus Wikipedia
Ar c'hardinal Ippolito de' Medici (1511-1535), gant Tizian.

Ippolito de' Medici (1511 – 1535), ganet en Urbino, a oa ur c'hardinal eus an tiegezh Medici e Firenze ar XVIvet kantved.

Mab bastard e oa da Giuliano di Lorenzo de' Medici (1479-1516) ha Pacifica Brandano. Mervel a reas an tad pa oa 5 bloaz ar paotrig. Savet e voe neuze gant tud a iliz: da gentañ gant e eontr kardinal Giovanni di Lorenzo de' Medici, a eas da bab, hag e genderv Giulio di Giuliano de' Medici a eas da bab ivez diwezhatoc'h.

E 1524 e voe kaset da c'houarn Firenze evit Giulio, pan eas e eontr da bab da Roma, anvet Klemañs VII neuze, war un dro gant e genderv Alessandro de' Medici (1510-1537), a vage kasoni bras outañ, ha dindan evezh ar c'hardinal Silvio Passerini. Eno e chomas betek 1527, pa voe harluet an daou genderv gant Republik Firenze.

Adalek seziz Firenze (1529–1530) koulskoude e voe graet bravoc'h gant ar pab da Alessandro, a vije bet ur mab bastard dezhañ: lakaet e voe da zug, ha pellaet Ippolito eus Firenze.

Anvet e voe Ippolito da arc'heskob Avignon ha da gardinal en 1529, pa ne oa nemet 18 vloaz. Kannad ar pab e voe e Peruggia, e Genoa, ma tegemeras an impalaer Karl V a ambrougas davet ar pab Klemañs VII da gêr Bologna, hag ivez e Hungaria ma vrezelias ouzh an Durked.


E 1534 e kemeras perzh er sened kardinaled a anvas ar pab Paol III.

E 1535 e voe kaset evel kannad Firenze davet an impalaer santel Karl V da ziskuliañ torfedoù e genderv Alessandro de' Medici.

Krediñ a reer e voe serc'heg da Giulia Gonzaga, kontez Fondi, ha hi e vije mamm e vab bastard Asdrubale de' Medici a varvas e Malta, e 1565.



Mervel a reas gant ar malaria e 1535 en Itri, e kreisteiz Lazio, neuze e rouantelezh Naplez: ne oa nemet 24 bloaz.

Lavaret e voe e oa bet kontammet gant Alesant abalamour ma tamalle e vuhez fall dezhañ. Beziet e voe en iliz San Lorenzo in Damaso e Roma.


Poltredet eo bet gant Tizian. E Galleria palatina ar Palazzo Pitti e Firenze emañ oberenn.

Ippolito a oa barzh ivez, treiñ a reas an Aeneis en italianeg, gwareziñ a reas skrivagnerien hag arzourien.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (de) Susan Hicks Beach: Ein Kardinal der Medici. Berlin (1938)

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]