Kolera
Ar c'holera zo ur c'hleñved-red degaset gant bazhelloù ar Vibrio cholerae, dizoloet gant Pacini e 1854 hag addizoloet gant Koch e 1883. Taget e vez ar glañvourien gant an danavenn . Ar furm pennañ klasel zo marvus en hanter eus ar c'hazoù d'ar glañvourien n'int ket prederiet (Goude un nebeud eurvezhioù pe e korf tri devezh d'ar muiañ).Kontammet e vezer dre ar genoù, gant rannigoù feilhañs en dour pe er boued louz.
Ar c'holera zo bet ar c'hentañ kleñved bosennus da vezañ evezhiet adalek an XIXvet kantved, en un doare etrebroadel.
E Bro-C'hall e kaver un nebeud tud klañv gant ar c'holera bep bloaz ; peurliesañ e vez tapet ar c'hleñved-se en estrenvro. Bet zo pemp den klañv o deus tapet ar c'holera er Stad c'hall etre 1970 ha 1996 [1].
Ar barradoù kolera pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hentañ deskrivadenn istorel graet gant un europad a oa graet e 1503 gant un ofiser eus Vasco de Gama, a zeskrivas ur barrad red-kof taer-kenañ heuliet buan gant ar marv (en 8 eurvezh) hag a lazhas 20 000 den e Kalikut (Indez).
Bevennet da gentañ da Azia (Indez, Sina hag Indonezia) e kreskas ar bosennoù en XIXvet kantved ha skeiñ a rejont ar Reter-Kreiz, Europa hag Amerika.
Seizh pandemiezh a anavezer :
- 1añ pandemiezh (1817-1824) : Loc'het en Azia e skoas buan Afrika ar reter hag adalek 1823 Azia-Vihanañ ha goude se, Rusia, hag Europa.
- Eil pandemiezh (1826-1841) : loc'hañ a ra eus Mekka a-raok tizhout Egipt ha goude se Europa.
- 3 pandemiezh (1846-1861) : loc'hañ a reas e Sina, tizhout ar Maghreb (Aljeria dreist-holl) ha goude Europa.
- 4 pandemiezh (1863-1876) : tizhout a reas Europa an hanternoz, Belgia e 1866, ha Bro-C'hall, Afrika an Hanternoz hag Amerika ar Su.
- 5vet pandemiezh (1883-1896) : kregiñ a reas e Bro-Indez ha tizhout a reas meur a gevandir.
- 6vet pandemiezh (1899-1923) : loc'het en Azia e tizhas Rusia hag ac'halese e tremenas e Kreizeuropa hag en Europa ar c'hornôg.
- 7vet pandemiezh (abaoe 1961) : Ar 7vet pandemiezh, kroget en Indonezia e 1961, a aloubas Azia a-bezh (1962), ha goude ar Reter-Kreiz hag ul lodenn eus Europa (1965). Goude se e skoas Afrika, e 1970, hag e 1991 Amerika latin. En Afrika an hini, e lec'h m'emañ ar c'holera oc'h ober e reuz en un doare endemek, ez eo an nec'husañ stad an traoù hiriv an deiz.
Ar stourm a-enep ar c'holera
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur vaksin zo met pell eo a vezañ efedus e pep degouezh ha n'eo ket ret e nep bro. Ne warez nemet war-dro an hanter eus an dud brec'hiet, hag e vez efedus e-pad c'hwec'h miz pe ur bloavezh d'ar muiañ. Gwerzhet e vez ar vaksin-mañ e Bro-C'hall, evit ar veajerien dreist-holl.
En takadoù endemiezh, ar stourm a-enep ar c'holera a vez renet o virout ar yec'hederezh, mirout na vefe saotret ar boued gant ar feilhañs peurgetket.
Pep hini a rank gwalc'hiñ e zaouarn gant aked ha chom hep ober gant ur servietenn implijet gant tud all. Ret eo gwalc'hiñ ha digontammiñ kement en deus stoket ouzh feilhañs (Nota Bene : hini ar re glañv pe ar re n'int ket abalamour ma'z eus dougerien yac'h).
Evit pezh a sell ar boued e ranker ober gant un dour yac'h evit en em walc'hiñ, evañ ha gwalc'hiñ ar boued. Pa ne vez ket ur reizhad skarzherezh an dourioù lous ha prientadur an dour er vro, ober gant dour dalc'het e boutailhoù klozet-mat (a vo digoret dirazoc'h) pe gant dour bervet pe javelekaet. Da zisfiziañ zo ouzh mammennoù "kuzhet" an dour kontammet : ar frouezh hag al legumaj a c'hall bezañ bet gwalc'het gant dour saotret (Ret eo peilhat anezhe), ar skornennoù, an diennoù skornet hag ar sorbed. Gwelloc'h eo chom hep debriñ boued mor.
Evit pezh a sell ar pennadurezhioù e ranker klask en em zizober eus ar c'helien, a zoug bazhelloù, hag aozañ skarzherezh ar feilhañs kuit na vefe saotret ar boued gante.
, badezet evel se diwezhatoc'h en enor da Louis Pasteur, ha neket gant Vibrio cholerae, orin ar c'holera klasel
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Skol-uhel Pasteur Pariz / Choléra
- (fr) Cours de bactériologie médicale
- (fr) Institut de médecine tropicale (Belgia) : kuzulioù d'ar veajerien (fichennaoueg PDF)
- Le choléra à Mayotte, 2001
- [http://www.invs.sante.fr/presse/2005/le_point_sur/cholera_230605/index.html Epidémie de choléra au Sénégal — Stad an traoù d'an 23 a viz Even
- (fr) Ministère français de la Santé : choléra
- (fr) Encyclopédie Agora : Choléra
- (fr) Le Choléra-Morbus à Paris, (1832) par Anaïs Bazin (1797-1850).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Patrice Bourdelais ha Jean-Yves Raulot, Une peur bleue, histoire du choléra en France, 1832-1854 (Paris, Payot, 1987).
- La Peste ou le Choléra. Récits de deux épidémies en Mayenne (16 et 19 s.). Dielloù departamant ar Mayenne. 1993.
- Françoise Hildesheimer, Fléaux et société : de la Grande Peste au choléra (XIVvet kantved-XIXvet kantved), 1993.
Ar c'holera el lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar prederour alaman Hegel a varvas e-pad ur barrad kolera e Berlin e 1831.
- La Mort à Venise gant Thomas Mann
- Le hussard sur le toit gant Jean Giono
- Le Sixième Jour gant Andrée Chédid