Mont d’an endalc’had

Mor Alborán

Eus Wikipedia
Strizh-mor Jibraltar ha Mor Alborán
Kartenn eus Mor Alborán.

Mor Alborán (Mar de Alborán e spagnoleg, al-Bahr al-Buran en arabeg) eo anv al lodenn kornôkañ eus ar Mor Kreizdouar, etre aod Andalouzia en hanternoz, aod Maroko er c'hreisteiz ha strizh-mor Jibraltar er c'hornôg.

Anvet eo evel-se diwar anv un enezennig, enez Alborán, en em gav e-kreiz al ledennad-mor-se, hanter-hent etre kêrioù Almeria, en Andalouzia, ha Melilla, kêr eus Maroko stag ouzh Spagn.