Mont d’an endalc’had

Pieds-rouges

Eus Wikipedia

An anv « Pieds-rouges » a dalvez dre-vras da envel un den eus Bro-C'hall, stourmer evit an tu kleiz hag a zo aet da Aljeria goude an Dieubidigezh evit sikour adsavidigezh ha diorroadur ar vro. Ne oant ket milionoù, neubeutoc'h eget ar « Pieds-noirs ». En em lakaet int e servij Aljeria nevez dizalc'h met ur c'hantad a dud nemetken. Kalz nebeutoc'h eget ar genoberourien all, 1400, e oant.

E-barzh penn ar « Pieds-rouges », an treid-ruz, e oa sklaer evito he doa torret Bro-C’hall kalz a draoù en Aljeria ha ret e oa dezho ober al labour adsevel holl. Diwar-se, souezhus eo (daoust ma oa an Treid-ruz aze) james n’o deus gouvezet e oa bet jahinerezh, nag e oa bet degadoù ha miliadoù a dud lazhet goude an 19 a viz Meurzh 1962 dre ma oa freuz goude ar stroñs politikel a oa bet graet gant ar reveulzi.