Mont d’an endalc’had

Royal Marines

Eus Wikipedia
Ur pennad Marines zo ivez.
 Arabat kemmeskañ ar Royal Marines gant ar Royal Thai Marine Corps.
Royal Marines
Banniel Skoed-ardamez
Banniel ha skoed-ardamez ar Royal Marines
Krouidigezh 28 a viz Du 1664
Padelezh 28 a viz Du 1664 - 5 a viz Ebrel 1755

5 a viz Ebrel 1755 – Bremañ[1]

Sujidigezh Elizabeth II

Naval Service
Royal Navy

Doare Troadegiezh

Fuzuilherien-vor
Dilestradeg
Komando

Ger-stur Per Mare Per Terram (Dre vor dre zouar)
Lec'h pennañ Whitehall, Londrez, Bro-Saoz
Bro Rouantelezh-Unanet
Deiz-ha-bloaz 28 a viz Du[2]
Anvioù all "Duke of York and Albany's maritime regiment of Foot" (1664)

"Admiral’s Regiment"
"Royals"
"Bootnecks"
"The Commandos"
"Jollies"
"Royal Marines" adal 1802
"Corps of Royal Marines" adal 1923

Izili 7 760 Marines

750 Royal Marines adarmead (e 2016)

Lec'hienn internet http://www.royalnavy.mod.uk/


Korfad ar Royal Marines (brezhoneg: martoloded roueel) berraet e RM a vez graet eus nerzhioù troadegiezh lijer douar ha mor ar Rouantelezh-Unanet. Ul lod int eus an Naval Service, hag ivez eus ar Royal Navy.

Ar Royal Marines a oa bet enaouet e 1755 gant ar gefridi da vezañ soudarded troadegiezh ar Royal Navy. Da wir e vez tu gwelet an orin pa voe savet korfad al lu Saoz "Duke of York and Albany's maritime regiment of Foot" savet a-benn difenn an "Honourable Artillery Company" (brezhoneg:Kompagnounezh kanolierezh enorus) d'an 28 a viz Du 1664.

Ar Royal Marines a zo ur c'horfad troadegiezh lijer met arbenikaet uhel, gourdonet eo an izili a-benn bezañ dasparzet buan dre ar bed a-bezh hag o talañ ouzh dañjerioù pe kefridioù lieseurt.

E-pad e istor hir, ar c'horfad, en deus kemeret perzh e meur a vrezel bras evel Brezel ar Seizh bloaz, brezelioù Napoleon, brezel Krimea, ar C'hentañ Brezel bed hag an Eil Brezel-bed.

Istor ar Royal Marines

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Korfad ar Royal Marines a bet degemeret en un doare ofisiel er servij war-vor e 1755. En gwirionez e oa dija eus ar c'horfad abaoe an 28 a viz Du 1664 pa oa bet savet ar gompagnounezh "the Duke of York and Albany's maritime regiment of foot" a-benn difenn an "Honourable Artillery Company" (brezhoneg:Kompagnounezh kanolierezh enorus).

A-bep seur torfedoù a zo bet sevenet gant lod izili eus ar Royal Marines e-pad brezelioù pe e war trevourien. Gwalladennoù, muntroù prizonidi brezel ; an holl fedoù-se a zo difennet groñs gant feur-emglev Geneva.

Torfedoù brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Baralong Case

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

19 a viz Eost 1915: Lazhadeg martoloded alaman al lestr-spluj U-27 dizarmet

15 a viz Gwengolo 2011: Lazhet ur prizoniad Taliban gloazet ha dizarmet gant ar serjant Alexander Blackman

Torfedoù trevourel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]