Mont d’an endalc’had

Steve Biko

Eus Wikipedia
Delwenn Steve Biko dirak ti-kêr East London.

Steve Biko pe Bantu Stephen Biko (King William's Town, Proviñs ar C'hab, Suafrika, 1946 - 12 a viz Gwengolo 1977) a oa ur stourmer a-enep an apartheid hag evit gwirioù ar re zu e Suafrika.

Studioù kentañ hag eil derez a reas enur skolaj katolik e Natal. E 1966 ez eas da skol-veur Natal da studiañ ar vezegiezh.
E 1968 e savas hag e teuas da vezañ prezidant ur strollad studierien a-enep an apartheid, anvet South African Students' Organisation (SASO), pa gave re glouar an National Union of South African Students (NUSAS) a oa digor d’an holl studierien, du ha gwenn.

SASO a oa unan eus an aozadurioù a zeuas war wel er bloavezhioù 1960 hag a oa awenet gant meizad an "Emskiant Du" (Black Consciousness).
Gant emsav an Emskiant Du e veze kavet abeg e stourm an African National Congress (ANC), ha lavaret e veze e oa ret d’ar re zu dieubiñ o spered da gentañ : da soñj aduidi an Emskiant Du ne c’halle ar re zu kaout an dizober eus an apartheid nemet goude paouezet da grediñ e oant tud disteroc’h eget ar re wenn ; hervezo e oa arabat d’ar re zu gortoz skoazell digant tud wenn, ha ret e oa dezho bezañ lorc’h enno o vezañ tud du.
Kalz a verzh a reas ar mennozhioù-se e-touez ar re zu, d’ar mare ma oa lezennoù an apartheid en o barr.

E 1972 e voe skarzhet Steve Biko eus ar skol-veur, abalamour d’e oberelouriezh politikel. E 1973 e voe forbannet gant ar gouarnamant, da lavaret eo ne oa ket aotreet da gomz ouzh meur a zen war un dro. Rankout a rae ivez chom en-dro da Ging William's Town ha ne c’halle ket mont e darempred gant kazetennerien. Difennet e oa ivez menegiñ e gomzoù. Ha kement-se e-pad pemp bloaz[1].
Daoust da se kendalc’has Steve Biko gant ar stourm, dre skoazellañ familhoù ar brizonidi bolitikel da skouer. En em lakaat a reas da studiañ ar gwir. Kemer a reas perzh ivez, gant luskad an Emskiant Du, en aozadur manifestadegoù hag a echuas gant Emsavadeg Soweto d’ar 16 a viz Mezheven 1976.

Bez Bantu Stephen Biko,
e King William's Town

D’an 18 a viz Eost 1977 e voe harzet Steve Biko gant ar polis. Kaset e voe ganto da Bort Elizabeth ha jahinet e voe eno kent bezañ kaset da Bretoria, d’an 11 a viz Gwengolo. Mervel a reas antronoz, d’an 12 a viz Gwengolo 1977[2].
Hervez ar polis e oa marvet diwar un harz-debriñ, met gouezet e voe diwezhatoc'h e oa bet gloazet forzh pegement hag e varvas diwar ar goulioù a oa en e benn. Gant ar c’hazetenner Donald Woods, ur mignon da Steve Biko, ha gant ar bolitikourez Helen Zille e voe embannet ar wirionez diwar-benn e varv[3],[4].
Ouzhpenn 10 000 den a gemeras perzh en obidoù Biko, ha distaget e voe ur brezegenn gant an arc’heskob anglikan Desmond Tutu, a dapas Priz Nobel ar Peoc'h diwezhatoc’h[5]

An doare ma oa marvet hag ar vrud a oa gant Biko a lakaas gouarnamantoù estren da sevel a-enep gouarnamant Suafrika. En Aozadur ar Broadoù Unanet e voe kondaonet gouarnamant Pretoria gant ar C’huzul surentez, dre ziv wech, ha votet e voe lakaat berz war ar gwerzhañ armoù da Suafrika (ratozhiadoù 417, 31 a viz Here 1977, ha 418, 4 a viz Du 1977)[6].

En enor dezhañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude e varv e teuas Steve Biko da vezañ un arouez eus ar stourm a-enep an apartheid. E miz Mae 1980 e voe embannet ur ganaouenn en enor dezhañ, anvet Biko, gant ar soner ha kaner saoz Peter Gabriel. Kanet e voe ar ganaouenn-se en-dro gant e-leizh a dud all : Joan Baez war ur bladenn e 1987, Simple Minds e 1989, Manu Dibango e 1994 ha diwezhatoc’h c’hoazh gant Ray Wilson.

E 1987 e voe savet ur film gant Richard Attenborough, anvet Cry Freedom, hag a gont buhez ha marv Steve Biko. Diazezet e oa ar film-se war daou levr skrivet gant ar c’hazetenner suafrikat Donald Woods, Asking for Troubles ha Biko.

  1. "Martyr of Hope: A Personal Memoir" by Aelred Stubbs C.R., in "I Write What I Like", Steve Biko, Harper & Row, 2002, Chicago, p. 161
  2. Stephen Bantu Biko, South African History Online.
  3. Steve Biko's legacy lives on, IOL News, September 9 2007
  4. Biko, levr gant Donald Woods, embannet gant Paddington Press, London and New York, 1978; adembannet gant Henry Holt and Company, New York, 1987
  5. Desmond Tutu, Steve Bantu Biko Memorial Lecture Delivered By Archbishop Emeritus Desmond Tutu, University Of Cape Town
  6. (fr) ONU

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.