Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Ar pennad peurvat

Eus Wikipedia
Un arnodskrid eo ar pennad-mañ.
Ennañ emañ ali un implijer(ez) pe meur a hini. N'eo ket ur bennreolenn Wikipedia, petra bennak ma c'hall degas skoazell.
An arnodskrid-mañ a c'hall diskouez alioù ha n'int ket re an darn vuiañ eus an implijerien, pa n'eo ket bet dielfennet da glask kenemglev


Graal ar Pennad peurvat !
Ar pennad peurvat e Wikipedia

Ar pennad peurvat e Wikipedia eo ar pezh a ranker klask tizhout pa saver ur bajenn, en ur heuliañ an erbedadennoù a gavor amañ dindan. Un toullad dezverkoù zo, a dalvez da sevel pennadoù nevez ha da wellaat ar pajennoù a zo dija.

Furchit ar Wiki da gavout skouerioù  mat —  fall !

  • Ar pennad a bled gant un dodenn hag a zo dedennus evit an darn vuiañ eus an dud ; kement-se a ouzer dre an niver a skridoù a zo bet goustlet dezhañ, a dalvez da vammennoù ar pennad. ( Wikipedia Pervigilium Veneris)
  • Ar pennad a zegas danvez nevez er Wiki, pa n'eus pennad all ebet hag a bled gant an hevelep dodenn. ( Ardamezouriezh Kab (ardamezouriezh))

Frammet eo ar pennad en doare holloueziadurel bet dibabet gant Wikipedia.

  1. Aes eo da gompren, zoken pa ne vezer ket arbennik war an danvez. ( Air guitar Mind map)
  2. Naturel eo : hemañ a vije klasket da gentañ gant un den hag a zo dedennet gant an danvez. ( Lezennouriezh (prederouriezh sinaat) Leggi razziali)
  3. Resis eo : n'eus forc'hellegezh ebet ennañ, ne c'heller ket droukveskañ ar pennad gant unan all. ( Brezhoneg Brezhon)
  4. Berr eo : n'eus ger re ebet ennañ ha doujañ a ra d'an dezverkoù 1 betek 3. ( Internet Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien)
  5. Kempoell eo : klotañ a ra gant titloù ar pennad all hag a bled gant an hevelep tachenn. ( Komz didaer Bryngaer)
  • Kregiñ a ra ar pennad dre ginnig ha displegañ an danvez en un doare sklaer, hep mont betek ar munudoù a gavor e korf ar skrid. ( Salvador Dalí)
  • Sklaer eo ar skrid, savet en un doare kempoell en ur yezh komprenus d'an holl ; n'eus forc'hellegezh ebet ennañ, ne c'heller ket e gompren a-dreuz, n'eus na dislavaroù nag adlavaroù ennañ. ( Ad hominem Dïaes)
  • Aes da gompren eo : petra bennak ma kas don en danvez e vez atav an niver a vunudoù hag a zisplegadennoù a zere evit ma vefe komprenet gant un den ha n'eo ket arbennik. ( Gremm derc'hanel Korrgreskerezh elektronek)
  • Resis ha peursklaer eo : n'eus ennañ nag hollegezhioù dispis na hanterwirderioù deuet diwar brizhouiziegezh. ( Daelerezh Amgredoni)
  • Diembann eo : labour an implijer(ez) eo.
Ne zeu ket diwar enklaskoù personel.( Sac'higell)
Ne c'houbreizh ket labour un den all.
Ne dorr copyright © ebet.
  • Reizh eo a-fed geriaoueg, yezhadur, reizhskrivadur ha poentadur. ( Aktiniom Lezenn Ohm)
  • Hir a-walc'h eo : mentet eo ar skrid en doare ma ro an titouroù, an dielfennadur hag an donder rekis evit kompren, hep lakaat munudoù pe zanvez hag a zerefe evit ur pennad all pe ur raktres all. ( Marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù Kambr)
  • Dizalc'h eo : n'eus ket ezhomm da vont da glask pelloc'h evit resisaat titouroù ha gouzout hiroc'h. ( Winsor McCay Saouzan)
  • Peuzklok eo : mont a ra don a-walc'h en danvez en un doare holloueziadurel. ( Keflusker dre enleskiñ Gustavo)
  • Holloueziadurel eo : arabat eo e vije er pennad elfennoù nann-holloueziadurel, evel alioù personel. ( Geriadurouriezh ar brezhoneg Geriadur Ménard)
  • Stabil eo : ur pennad stabil zo unan hag a c'hall bout kavet direbech gant forzh pe gevrenn en un tabut.

Harpet eo ar skrid gant titouroù liesvedia (kartennoù, luc'hskeudennoù, oberennoù arzel, taolennoù, sonioù, videoioù) evit dedennañ al lennerien hag o skoazellañ war ar c'hompren ar pennad, hag o skoazellañ hepken : ret eo lakaat trawalc'h a deulioù, arabat eo koulskoude lakaat re anezho ha distreiñ al lennerien diouzh danvez ar pennad. ( Dinosaor South Charford)

Neptuegezh

[kemmañ ar vammenn]

Pep pennad a rank bout skrivet en un doare neptuek a ziskouez pep savboent testeniekaet ha mamennet. ( Kastiz ar marv)

  • Arabat eo embann alioù personel evel pa vefent fedoù : ne c'haller ket skrivañ ez eo "fall" an ober-mañ-ober, ret eo menegiñ ha mammenniñ ali an ao. X hag en devoa embannet kement-se.
  • Arabat eo lakaat da fedoù savboentoù hag a vez tabutet : mard eus dislavar etre meur a vammenn, ret eo o menegiñ evel alioù.
  • Arabat eo lakaat fedoù da alioù : ret eo menegiñ an titouroù kadarn evel m'emaint, a-gevret gant ur vammenn solius.
  • Arabat eo barn : ur pennad neptuek zo savet en un doare ha na ro ket da c'houzout a-zivout ali an aozer(ez), n'eo ket ur bleinskrid. ( Françoise Morvan)
  • Arabat eo pouezañ war un tu pa vez tabut a-zivout an danvez : ret eo displegañ pep savboent en ur zoujañ d'e bouez e-keñver ar savboentoù all en tabut.
Pep dave a zle bout solius : arabat eo sevel ur pennad diwar enklaskoù personel pe ijinañ danvez. ( Kaligram)
Pep dave a zle bout dizalc'h diouzh pep levezon evel interestoù personel pe embregerezhel : bruderezh, ul lec'hienn bersonel n'int ket dizalc'h.
Pep dave a zle bout gwiriadus : ISBN, lec'hiennoù Web hag all. ( Gast!)
  • Ar pennad peurvat a veneg mammennoù anavezet ha brudet en domani, a c'haller tizhout aes hag a zo hizivaet.
  • Fedoù, studiadennoù gouizieien arbennik ha pennaennoù kempoell eo an titouroù a embanner.
  • Pep pennad e Wikipedia a rank bout tizhet dre bennadoù all evel Rummadoù, Listennadoù pennadoù hag all.
Ur pennad zo emzivad pa n'eus liamm ebet a gas dezhañ.
Ur pennad zo digenvez pa ne c'hall ket bout tizhet dre un aridennad liammoù er bajenn Degemer.
Ul liorzh kloz zo ur strollad pennadoù hag a gas an eil re d'ar re all hep kas da bennadoù all e Wikipedia.
Un hent-dall zo ur pennad ma n'eus liamm diabarzh ebet hag a gasfe d'ur pennad all e Wikipedia. ( Permaculture)
• Ret eo gwiriañ pep liamm diabarzh a-raok embann ur pennad : ha d'ar pennad mat e kas « mab Priam eo Paris », pe da gement-se ?
  • Pep pennad a rank bout liammet ouzh ar pennadoù er Wikioù all hag a bled gant an hevelep danvez.
  • Pep pennad a ginnig liammoù diavaez : liammoù etrewiki pa vez pledet gant an hevelep danvez en ur yezh all, liammoù diavaez pa zegasont ditouroù talvoudus (evel skeudennoù pa vez © warno e [1]. ( Lucy Aarden)
  • Ret eo klask sevel pennadoù gant liammoù oberiant (kresk al Loar) e-lec'h reoù torr (loargresk).
Ar pennad peurvat ne ro abeg ebet da voulc'hañ ur brezel kemmañ-digemmañ !