Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kenemglev

Eus Wikipedia

Pennaennoù ha politikerezhioù diazez


Tennañ a ra ar pennad-mañ da bennaennoù diazez ar Wikipedia.
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujañ dezho.



Wikipedia a ya en-dro dre ar c'henemglev. Kenemglev a c'hoarvez dre gaozeal, marc'hata a-wechoù, a-benn klask tizhout ar sell neptu.


Ar c'henemglev eo a zo e-kreiz mont en-dro wikipedia. Tizhet e vez en un doare naturel. Peurvuiañ e vez kemmet pe ouzhpennet un dra bennak en ur pennad, ha neuze e c'hall pep lenner pe leuskel ar c'hemm pe kemm adarre. Chom hep kemm a dalvez asantiñ, ma vez roet da c'houzout ervat d'ar gumuniezh.

Pa vez kaoz eus ar pajennoù diwar-benn politikerezh wikipedia e c'hortozer gwelout ar muiañ a dud ar gwellañ o kemer perzh.

Pa vez dizemglev e vez diskoulmet ar c'hudennoù dre arguzenniñ en un doare seven, dre genlabour, ha dre varc'hata er pajennoù-kaozeal mar bez ret, a-benn tizhout ar sellboent neptu a c'hallo lakaat ar c'henemglev da ren.

Ma kaver e tizher ur c'henemglev resis alies e vo lakaet da linenn-ren al labour, evit mirout a goll amzer gant ar memes kaozioù atav. Pa c'hoarvezo d'ar c'henemglev bezañ diaesoc'h da dizhout eget boaz, met ral a wech e c'hoarvez, e vo graet gant doareoù all degemeret gant ar gumuniezh, evel lakaat kenlabourerien neptu da reiñ o ali diwar-benn ar skoilhoù a vir ouzh ar c'henemglev.


Pa gomzer eus kenemglev en ur gaozeadenn wikipedian e talvez atav 'e-barzh stern al labour hag an ober', da lavarout eo gant ar re a labour ervat en-dro da bennadoù resis da gentañ-penn.

Pegoulz ne dalv ket reolenn veur ar c'henemglev?

[kemmañ ar vammenn]

N'eus nemet nebeud-tre a zegouezhioù ma ne dalvo ket reolenn veur ar c'henemglev:

  • pa vo kaoz
    • a wirioù miret strizh
    • a vuhez prevez
  • pa vo breud bras e wikipedia diwar-benn ur raktres bras (pe wikiraktres) n'eo ket ar c'henemglev lec'hel a dalvezo, met an hini ledanañ