Yogh
Neuz
Yogh eo anv ul lizherenn ispisial eus al lizherenneg latin skrivet Ȝ, ȝ. Implijet e veze gwechall evit ober diouzh ar son [j] e krennsaozneg ha krennskoteg. Implijet e veze ivez e krenngerneveureg evit skrivañ ar son [ð].
Ne blije ket d'an Normaned implijout lizherennoù estreget re voutin al lizherenneg latin ha gante e veze treuzskrivet al lizherenn ispisial-se gh hag a van hervez reolennoù reizhskrivañ ar saozneg c'hoazh e gerioù evel cough, trough ha though.
Heñvel-poch e oa stumm al lizherenn-se ouzh stummoù dornskrivet zo al lizherenn z ha kemmesket e veze an div lizherenn-se e skoteg alies a-walc'h ha moullet e veze z e lec'h yogh dreist-holl.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |