Mont d’an endalc’had

Alfred Nobel

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Alfred Nobel
Poltred gant Gösta Florman (1831-1900)

Alfred Bernhard Nobel (21 a viz Here 1833, Stockholm, Sveden – 10 a viz Kerzu 1896, Sanremo, Italia) a oa kimiour, ijinour, nevezer ha produer armoù ; gantañ e voe ijinet an dinamit.

Perc'henn e oa war Bofors, ul labouradeg armoù bras, en doa lakaet da broduiñ dir ha houarn e-lec'h an armoù a farde a-raok. En e destamant diwezhañ ez implijas e binvidigezh bras-kenañ evit sevel ar prizioù Nobel. Diwar e anv e voe badezet an elfenn gimiek 102, an nobeliom.

Buhez

Trede mab da Immanuel Nobel (1801-1872), a ijinas an turgn evit an darbrenn, hag Andriette Ahlsell Nobel (1805-1889) e oa Alfred Nobel. Eus Stockholm ez eas gant e diegezh da Sant Petersbourg, ma savas e dad ul labouradeg minoù mor. Mont a reas Alfred war studi ar gimiezh gant ar c'helenner Nikolay Nikolaevich Zinin. E 1859 e voe fiziet al labouradeg en eil mab Ludvig Nobel (1831-1888), he brasaas kalz.

Goude freuz-stal an embregerezh e tistroas ar familh da Sveden, m'en em ouestlas Alfred da studi an danvezioù-tarzh, ha da genderc'hadur an nitroglikerin bet ijinet e 1847 gant Ascanio Sobrero, unan eus studierien Théophile-Jules Pelouze e skol-veur Torino). Meur a darzhadenn a voe e labouradeg o ziegezh en Heleneborg e-kerzh e enklaskoù ; unan anezhe a lazhas breur yaouankañ Alfred, Emil ha meur a vicherour e 1864.

Alfred Nobel eo aozer Nemesis, un drajedienn e pevar arvest diwar-benn Beatrice Cenci, awenet evit darn gant The Cenci, savet gant Percy Bysshe Shelley. Moullet e voe pa oa an dramaour war e dremenvan. Distrujet e voe holl skridoù ar pezh-c'hoari, war-bouez tri anezhe, diouzhtu goude marv Alfred Nobel, rak e hêred a sellas ouzh Nemesis evel ouzh un disakridigezh. Un embannadur divyezhek svedeg-esperanto) a voe e Sveden e 2003. Troet eo bet e slovenieg dre an esperanto, hag e galleg e 2008[1]

E 1895 e voe diazezet ar priz Nobel, pa skrivas Alfred Nobel e destamant diwezhañ, ma lezas ul lodenn vras eus e arc'hant evit e sevel.

E Norra begravningsplatsen, e Stockholm, emañ bez Alfred Nobel.

Dinamit

Dizoleiñ a reas Nobel e teu an nitroglikerin da vezañ dizañjerusoc'h hag aesoc'h da vaneañ pa vez mesket gant un danvez euvrus ha diemlusk evel ar c'hieselguhr. E 1867 e lakaas breou war ar meskaj, a anvas Dynamit. En hevelep bloavezh e tiskouezas implij e zanvez-tarzh evit ar wezh kentañ, en ur vengleuz e Redhill, e Surrey, e Bro-Saoz.

Diwezhatoc'h e veskas nitroglikerin gant un danvez-tarzh arall, an nitrokelluloz, o krouiñ e-giz-se un danvez treuzwelus, heñvel ouzh kaotigell, hag a oa un danvez-tarzh kreñvoc'h evit an dinamit. Ar Gelignit, evel ma oa badezet, a voe breouet e 1876, ha heuliet e voe gant ur bern meskadoù damheñvel, kemmet dre ouzhpennañ nitrat kaliom ha danvezioù all a bep seurt.

Levrlennadur

  • Nobel, Alfred Bernhard en Encyclopædia Britannica 1911
  • Schück, H, and Sohlman, R., (1929). The Life of Alfred Nobel. London: William Heineman Ltd.
  • Alfred Nobel US Patent No 78,317]], 26 a viz Mae 1868]

Daveennoù

  1. Alfred Nobel, Némésis, troet gant Régis Boyer, Les Belles Lettres, 2008, ISBN 978-2-251-44342-3 (fr)

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.