Bodadeg veur ar Broadoù Unanet
Rann eus | United Nations System, Aozadur ar Broadoù Unanet |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1945 |
Anv er yezh a orin | United Nations General Assembly |
Anv berr | UNGA, AGNU, AGNU, GS ZN |
Den e penn an aozadur | President of the United Nations General Assembly |
Prezidant | Csaba Kőrösi |
A dalv evit tiriad | Aozadur ar Broadoù Unanet |
Aozadur mamm | Aozadur ar Broadoù Unanet |
Isaozadur | UNICEF, United Nations Development Programme, United Nations System Staff College, United Nations Commission on International Trade Law, United Nations Conference on Trade and Development |
Sez sokial | Headquarters of the United Nations |
Foundational text | Charter of the United Nations |
Lec'hienn ofisiel | https://un.org/ga |
Deskrivet en URL | https://media.un.org/en/search/categories/meetings-events/general-assembly |
Rummad tost | Category:United Nations General Assembly elections |
Bodadeg veur ar Broadoù Unanet zo unan eus ar c'hwec'h strollad pennañ en Aozadur ar Broadoù Unanet. Pal ar Vodadeg veur eo divizout, sevel ar framm oberiañ, ha komz en anv an holl. Emañ bremañ gant ar 78vet dalc'h ; ar galloudoù, an izili, an doareoù d'ober hag ar prosezadur a zo diazezet war ar Chabistr IV e Karta ar Broadoù Unanet. Bodadeg veur ar Broadoù Unanet a ra war-dro ar voujedenn, choaz an izili berrbad da vezañ degemeret er C'huzul Surentez, envel Sekretour Meur an ABU, studiañ dezrevelloù a-berzh lodennoù all eus an aozadur. Ouzhpenn-se e c'hell degas kuzulioù dre he mennadoù.
Evit dont a-benn da dizhout an holl balioù-se e c'hell sevel skourroù pe is-strolladoù evit reiñ sikour pe respont spisoc'h da gefridioù hervez ar respet. Bodadeg veur ar Broadoù Unanet eo lodenn nemeti an ABU ma vez an holl stadoù izili war ar memes live a ingalded.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ emvod Bodadeg veur ar Broadoù Unanet a oa bet dalc'het d'an 10 a viz Genver 1946 er Methodist Central Hall e Westminster, e Londrez. En holl e oa bet dileuridi eus 51 Stad o kemer perzh.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel