Mont d’an endalc’had

Yann II (dug Breizh)

Eus Wikipedia
Yann II (dug Breizh)

Siell Yann II
Dug Breizh
Ren 8 a viz Here 1286
18 a viz Du 1305
A-raok Yann I
Goude Arzhur II
Buhez
Ganet 3/4 a viz Genver 1239
Marvet 18 a viz Du 1305
Lyon, Bro-C'hall
Bez Ploermael, Breizh

Tiegezh Dreux
Tad Yann I, dug Breizh
Mamm Blanche Navarra
Priedoù Beatris Bro-Saoz
(1260, m. 1275)
Diskennidi Arzhur II, dug Breizh
Relijion Katolik

Istor Breizh
Bretoned kentañ
-5000 kent JK
Arvorig
Marevezh galian
Vvet kantved kt JK - -56
Marevezh roman
-56 - IVe kantved
Marevezh poblañ Arvorig
ha savidigezh Breizh
IVe - IXvet kantved
Rouaned
845 - 913
845 - 851 Nevenoe
851 - 857 Erispoe
857 - 874 Salaun
874 - 876 Gurwant / Paskwezhen
876 - 888 Yezekael
888 - 907 Alan I
908? - 913? Gourmaelon
Reuziad an Normaned
913? - 931
Rögnvaldr
Felecanus
Inconus
931 - 937 Gwilherm I
Marevezh an Duged
937 - 1532
Tiegezh Naoned
937 - 952 Alan al Louarn
952 - 958 Drogon
958 - 981 Hoel I
981 - 988 Gwereg
Tiegezh Roazhon
970 - 992 Konan I
992 - 1008 Jafrez I
1008 - 1040 Alan III
1040 - 1066 Konan II
Tiegezh Kernev
1066 - 1084 Hoel II
1084 - 1112 Alan IV Fergant
1112 - 1148 Konan III
Tiegezh Pentevr
1148 - 1166 Konan IV
1166 - 1201 Konstanza
Plantajened
1169 - 1186 Jafrez II
1196 - 1203 Arzhur I
Tiegezh Thouars
1203 - 1221 Alis Breizh
Tiegezh Dreux
1213 - 1237 Pêr I
1221 - 1286 Yann I
1286 - 1305 Yann II
1305 - 1312 Arzhur II
1312 - 1341 Yann III
Tiegezh Bleaz-Pentevr
1341 - 1364 Janed Pentevr ha Charlez Bleaz
Tiegezh Moñforzh
1341 - 1345 Yann Moñforzh
1364 - 1399 Yann IV
1399 - 1442 Yann V
1442 - 1450 Frañsez I
1450 - 1457 Pêr II
1457 - 1458 Arzhur III
1458 - 1488 Frañsez II
1488 - 1514 Anna Breizh
1514 - 1524 Klaoda Breizh
1524 - 1532 Frañsez III
Marevezh ar Breujoù
1532 - 1789
Gouarn war-eeun Pariz
1789 - 1974
Rannvroeladur
René Pleven 1974-1976
André Colin 1976-1978
Raymond Marcellin 1978-1986
Yvon Bourges 1986-1998
Josilin Roc'han 1998-2004
Jean-Yves an Drian 2004-2012
Pierrick Massiot 2012-2015
Jean-Yves Le Drian 2015-2017
Loïg Chesnais-Girard abaoe 2017

Yann II (3 a viz Genver 123918 a viz Du 1305, Lyon) zo bet dug Breizh eus 1286 da 1305), ha kont Richmond (1268-1305).

Mab e oa da Yann I ar Rouz, dug Breizh, ha d'e bried Blanche de Navarre (1226-1283).

Kemer a reas perzh en eizhvet kroaziadeg gant e dad ha sant Loeiz. Houmañ a echuas gant marv ar roue dirak Tunis e 1271. E-keit ha ma teue e dad da Vreizh en-dro, ez eas da Balestina, gant an navet kroaziadeg, moarvat, a oa renet gant e vreur-kaer Edouarzh I, roue Bro-Saoz.

E 1285 ez eas gant Fulup III, roue Bro-C'hall da vrezeliñ a-enep roue Aragon (Kroaziadeg Aragon). Breur-kaer roue Bro-Saoz e oa hag anvet e voe gantañ da benngabiten Akwitania a zifennas a-enep arme roue Bro-C'hall renet gant Charlez Valois. Met koll e voe Yann II hag aloubet e voe Breizh. Terriñ a reas neuze e gevredad gant Rouantelezh Bro-Saoz ha gwellaat a reas e zarempredoù gant rouantelezh Bro-C'hall. Dimeziñ a reas e vab-bihan a deufe da vezañ Yann III gant Izabel, merc'h Charlez Valois hag e voe graet ur « pairie » eus e zugelezh.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa da Beatris Bro-Saoz (1242 - 1275), merc'h da Herri III hag Éléonore de Provence. C'hwec'h bugel o devoe:

En e raok:
Yann Iañ ar Rouz
Rouaned ha Duged Breizh
thum
12861305
War e lerc'h:
Arzhur II